Podkastoù

DONVOR

« Daoust hag e vo deus an ekosistemoù nevez-dizoloet-se en amzer da zont c’hoazh? Pinvidigezhioù an donderioù a lak an dud da sodiñ. Kalz pouezusoc’h evit an dra-se eo talvoudegezh an teñzorioù-se koulskoude : da zerc’hen ekologiezh ar bed en he sav, da gompren orin ar bed ma vevomp ennañ. E kreiz an emgann a vil vloazh etre ar garantez hag an arc’hant, daoust hag e vo an donvor an dachenn-vrezel ziwezhañ lec’h ma vo diskaret ar c’hoant aour ? Pe ur gouzañver ouzhpenn da lakaat war un daolenn chase glac’harus? »

David Wahl, Gouere 2017

Diwanet eo ar raktres DONVOR diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen etre an Teatr Piba hag an Ifremer. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.