Keleier
-
31 a viz Genver
Heklev Podkast e Longueurs d’Ondes
Da geñver ar Festival Longueurs d’Ondes ez eo en em vodet skipailh Heklev Podkast a-benn kenderc’hel da gas raktresoù war-raok !
Ar blijadur hon eus ivez da ginnig deoc’h un toullad istorioù nevez er rummad Chuchumuchu ha pevar levr da glevet (…) -
16 a viz Kerzu 2024
Istorioù nevez ’zo enlinenn !
Pevar istor nevez er stirad Chuchumuchu ha c’hwec’h all er stirad E pleg ma skouarn a zo bet lakaet enlinenn nevez-zo ! Peadra da lakaat kozh ha yaouank da ziduiñ e-pad vakañsoù Nedeleg.
-* CHUCHUMUCHU
[Steredenn an huñvreoù kollet (…) -
eil a viz Gwengolo 2024
Kleor, an audiobook e brezhoneg !
Setu erru Kleor, al levr da glevet e brezhoneg ! Divizet o deus Mael Thépaut ha Perynn Bleunven, mignoned a gozh, ijinañ an danvez a vanke dezho : un audiobook e brezhoneg. Ar Vastardez eo ar romant kentañ o deus dibabet enrollañ, skrivet gant (…)
-
8 a viz Meurzh 2024
E-touez loreidi Prizioù Dazont ar brezhoneg 2024 emañ HEKLEV PODKAST!
Aozet e vez bep bloaz Prizioù Dazont ar Brezhoneg gant an Ofis Publik ha Frañs 3. Ar pal eo lakaat oberoù nevez a dalvez da skouer evit an holl. Arc’hantaouet eo ar Prizoù gant Kuzul-rannvro Breizh. Lorc’h a zo ennomp o vezañ anvet e-touez (…)
-
12 a viz Kerzu 2023
Levrioù nevez a zo bet embannet gant Timilenn !
Ar gevredigezh Timilenn a zo bet krouet e Sant-Ervlan (Bro-Naoned) e 2019 evit embann levrioù e brezhoneg.
Pal ar gevredigezh a zo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet (…) -
12 a viz Kerzu 2023
ROUD DIROUD - Distro d’an dazont
Roud Diroud a zo ur raktres krouiñ c’hoariva kaset dindan berr amzer gant Mona Caroff evit ur strollad komedianezed ha komedianed amatourien brezhoneger. Un devezh labour a vo bep miz etre Miz Genver ha Miz Mae. Un disoc’h a vo kinniget e Ti ar (…)
-
29 a viz Here 2023
HEKLEV PODKAST, deomp dezhi !
Emgav gant skipailh Heklev Podkast er Gapusined d’ar 4 ha 5 a viz Du 2023, e koulz Festival DEUS ‘TA!
Deuit da zizoleiñ lec’hienn nevez HEKLEV PODKAST e-pad gouel DEUS ‘TA e Brest ! Aze e vimp a-hed ar Festival, d’ar 4 ha 5 a viz Du, a-benn (…) -
28 a viz Here 2023
CHUCHUMUCHU, ur rummad istorioù da selaou evit ar vugale adalek 5 bloaz !
Chuchumuchu a zo ur rummad istorioù da glevet evit ar vugale adalek 5 bloaz.
Selaouit ouzh istorioù kizhier, chas, moc’h, pe bugale o klask o hent e-mesk bed an dud vras. Bezit dinec’h ! Selaouit ouzh ar marvailhoù burzhudus-se en oto, er gêr, (…)