E pleg ma skouarn

E pleg ma skouarn a zo ur rummad istorioù da glevet evit ar vugale adalek 9 bloaz.
Petra ober pa vez echu al labour-skol ? Petra ober pa vez bevennet implij ar skrammoù er gêr ? Hir e c’haller kavout e amzer a-wechoù pa vez lonket Tadig ha Mammig gant o femdeiz hag ar c’hoarezed pe ar vreudeur gant dinozored pe boupinelled. Petra ober neuze ?
N’ho peus ’met lakaat un tokarn war ho tivskouarn ha bec’h d’an istorioù kevrinus !
Gant an istorioù-mañ e vefet hejet-dihejet e bed ar re vras gant sell un den en oad krenn evit c’hoazh.
-

8 heures
Playlist : E pleg ma skouarn
Evit selaou holl istorioù ar rummad E pleg ma skouarn da-heul hep ehan ebet eus an hini nevesañ d’an hini koshañ.
-

24'28''
Niklas ha trouz ar balum
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Niklas ne c’houzañv ket ar sioulder. Evit chom hep en em santout goullo, eo boaz da gontañ fedoù skiantel ha da reizhañ ar (…)
-

23'18''
Ar momi
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou ha c’hoariet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho Un ali evidoc’h-c’hwi mignoned : ma tremenit tostik d’ur momi, gwelloc’h deoc’h chom (…)
-

23'58''
Dremmoù kuzhet Neyilazul
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
" An holl a gred eo memes liv ma c’hroc’hen evit hini ar re all. Ha ma ouifent ? " Setu ar pezh a soñj Neyilazul bep (…) -

23'58
Ar wezenn derv
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot de Fontenelle
Awen ’zo dek vloaz. Bevañ ‘ra ur vuhez voutin e Pariz etre ar ar skol, he mignoned hag ar pichoned. Awen ’n (…) -

17'30
Lusia war rodoù
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf Lusia zo e c’hwec’hvet klas, pourmen a ra e trepasoù ar skolaj gant bizhier ‘b’lam’ d’ur c’hleñved a namm he c’higennoù. (…)
-

22'14
Ha ma vefen bet ur boondaburra ?
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec Petra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus (…)
-

16'29
Tarzh an deiz
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Pa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan (…)
-

20'24
Giulio Raviolo
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou Ur sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet (…)
-

23'38
Muntr e Kerguzh
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar (…)
-

19'02
Un enezenn din-me on-me
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc
Felisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik (…) -

19'49
Bizeost
Un istor ijinet gant Tangi Merien
Ganet e oa Paolig d’un deiziad ral ma ’z eus unan, d’an 29 a viz C’hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket (…) -

19'34
Divaskell Kastell-Brumenn
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou E Kastell-Brumenn, ‘n eus ket a roue ken. Ne chom eus al lez nemet eskern ha ludu. Ar chaseour-erevent diwezhañ, un deskard yaouank, a (…)
-

23min46
Kalon
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault Hiriv eo devezh kentañ Lila er c’hwec’hved klas. Ne c’heller ket lâret eo tremenet mat-tre... En em santout a ra kollet-mik, (…)
-

16min47
Atiqaq, beaj un Inuitez davet ar Pol Su - Rann 2
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis Jacques Suignard
Kavet eo ar c’harr-nij ! Petra vo desket gant Atiqtaq e-pad ar veaj-se ? Dizoloiñ a raio ar plac’h hag he dad ar Pol (…) -

19min
Atiqaq, beaj un Inuitez davet ar Pol Su - Rann 1
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis Jacques Suignard
Ur gwallzarvoud zo c’hoarvezet er Pol Su : friket ur c’harr-nij war ar skorneg en ul lec’h start da dizhañ gant (…) -

18min26
Ar vezh-lonk
Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ? Ewen a gav neuze (…)
-

19min59
Al lapin e foñs an tog
Max Donovan a zo ul lapin tristik. Paouezet en deus gant e droioù-hud. Abaoe m’eo marvet e vignon Bartolomeo, ar strobineller bras, e chaok karotezenn e soñjoù du. Pep deiz a (…)
-

20min43
Per al loufer
Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. (…)
-

19min32
An den kozh diwelus
Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset (…)
-

16min54
Itron onion ha sir sardin
Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar (…)
-

17min49
Avel fur ha foll
16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar (…)
-

23min53
Ne gouskan ket ken !
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maiwenn Morvan
Betek ar 24 a viz C’hwevrer e oa Aloïs ur paotr normal : un tad, ur vamm, div c’hoar vihan, mignoned, notennoù dereat er (…) -

21min37
Tro-dro din
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
Berrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar (…) -

18min05
Lizig hag ar garantez
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Lizig a zo 12 vloaz hag o paouez en em gavout er bempvet klas emañ. He c’hamaraded klas a zo deuet da vezañ sot gant an (…) -

19min26
No dazont
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Tangi Merien
Mael a zo ur paotrig lentik hag en deus poan o kavout e blas en e skolaj nevez. Gwelloc’h eo dezhañ abuziñ e amzer en ur lenn (…) -

24min30
Skeud va zad
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Paskal Hervio
Klet eo va anv. Setu un istor c’hoarvezet din 80 vloaz zo, n’eo ket dec’h eo ! Ur paotrig a oa ac’hanon e-pad an eil (…) -

17min29
Penaos on deuet da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Loeiza An Duigou
Penaos dont da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh a gont sotoni kentañ Théodore. Hemañ a zo ur mab-d’e-dadig bet disoñjet er (…) -

17min27
Ar vengleuz
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Thomas Cloarec
E-kreiz un hañvezh tomm-gor emañ an daou vignon Yuna ha Lomig, 10 vloaz, o c’hortoz mont da vakañsiñ. E-keit-se e teu ar (…) -

17min16
Lulu hag Ingrid
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Lulu, ur paotrig 10 vloaz, a zo o paouez cheñch skol. Bep daou vloaz e vez kaset e vamm da labourat d’ur gêr nevez ha bep (…) -

23min59
Flash
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Mai Lincoln
Solenn a zo 11 vloaz hag e-kerzh ar vakañsoù goañv eo bet kaset da di he zad-kozh, en ur gêriadenn war vord ar mor, goullo, (…) -

20min17
Ma bedig-bed din-me
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic
Nevez dilojet o deus Luz hag he mamm. En he zi nevez e tremen ar grennardez hec’h amzer en he gwele oc’h ijinañ istorioù hag o (…)