Podkastoù
E pleg ma skouarn

23min59

Flash

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Mai Lincoln

Solenn a zo 11 vloaz hag e-kerzh ar vakañsoù goañv eo bet kaset da di he zad-kozh, en ur gêriadenn war vord ar mor, goullo, bremañ m’emañ aet kuit an douristed. Ur benveg poltriji he deus kaset ganti evit ober he labour-skol. Evit kleub ar skolaj eo dav dezhi poltrijiñ tud kar dezhi, mignoned pe tud he familh. Met penaos ober p’emañ hi hec’h-unan penn gant he zad-kozh? Un dra bennak all a chal anezhi ivez pa ’n em gav er gêriadenn. Perak ‘ta ez eus bet savet ur gloued tro-dro d’he jardin gant Janine, an amezegez? Perak e vez serret o boliji gant an holl amezeien e fin an abardevezh ha pa ’z eo deiz c’hoazh ? Perak ‘ta e vez alc’hwezet armel ar boutoù gant he zad-kozh ? Ha troet e vefe da foll holl re gozh ar gêriadenn ? Dizoloeiñ a raio buan Solenn ez eus c’hoarvezet davourdoù kevrinus er c’harter ha gant sikour he benveg poltriji ez aio war roud laer diwelus an aod wenn.

Skrivañ ha c’hoari: Mai Lincoln
Mouezhioù ouzhpenn: Klet Beyer, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari: Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Victor Blanchard
Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba


Mersi bras da Gwenola Coic !

Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023.
Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh - FALB.