Podkastoù
E pleg ma skouarn

23'59''

Hañvezh ar bignerez

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir

Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour huel deus Brest emaint o chom. E-pad an hanv e chom an daou ganfard er gêr pa vez o mamm o laourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’emañ heñ beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizoleiñ an 20 vet estaj, e penn huelañ an tour. Petra ‘vo dizoloet eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno Tom ha Lena un hañvezh dibar.

Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.