Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
Berrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar gwerennoù tev a zo war he fri. Ne gred ket mont davet ar re all. Ankeniet e vez war hent ar skol. Abaoe ur gwallzarvoud he doa bevet e c’houlenn he mamm diganti diwall atav. Un deiz, en ur zont en-dro d’ar gêr e kouezh he lunedoù e-barzh un toull don. Ne c’hell ket mui ober ur c’hammed ouzhpenn. Penaos treuziñ ur bed dispis penn-da-benn hag a seblant re zañjerus dezhi ? Pa glask sioulaat hec’h anken e klev Iris ur vouezhig a ginnig sikour dezhi. Marteze e c’hellfe mont dreist hec’h aon ha cheñch he darempred gant hec’h endro...
Skrivet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Trugarez da d/Tony Foricheur !
Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024,
gant skoazell Rannvro Breizh.
