Un istor skrivet ha c’hoariet gant Thomas Cloarec
E-kreiz un hañvezh tomm-gor emañ an daou vignon Yuna ha Lomig, 10 vloaz, o c’hortoz mont da vakañsiñ. E-keit-se e teu ar gêriadenn da vezañ un dachenn vrav evit bevañ o avañturioù. Un dachenn leun a sekredoù kuzhet hag a gejadennoù kevrinus.
 Skrivañ ha c’hoari:  Thomas Cloarec 
Mouezhioù ouzhpenn :  Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves 
Sonerezh : Krismenn 
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Produiñ :  Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba  
Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023,
Gant skoazell ar Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh.
