Podkastoù
E pleg ma skouarn

24min30

Skeud va zad

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Paskal Hervio

Klet eo va anv. Setu un istor c’hoarvezet din 80 vloaz zo, n’eo ket dec’h eo ! Ur paotrig a oa ac’hanon e-pad an eil brezel-bed. Aet e oa va zad da vrezeliñ war morioù all abaoe bloavezhioù, ha me chomet asambles gant va mamm war Enez-Sun ... Peseurt tad edon-me o c’hortoz e fin ar brezel ? N’anavezen ket anezhañ ken ! Ha ne oa ket e skeud a zeue alies da ’m frealziñ pa vezen ankeniet diouzh noz ?

Skrivet ha c’hoariet gant Paskal Hervio
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Mersi bras da Gwenola Coic!

Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh.