Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
Petra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir...
Skrivet ha c’hoariet gant Maelc’hen Laviec
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025,
gant skoazell Rannvro Breizh.
