Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Lizig a zo 12 vloaz hag o paouez en em gavout er bempvet klas emañ. He c’hamaraded klas a zo deuet da vezañ sot gant an istorioù karantez. Diaes dezhi kompren perak ha pa bok evit ar wech kentañ d’ur paotr ne sant netra… Gouestaat e kresk enni santimantoù evit he mignonez wellañ, Riwana, met ne oar ket ma’z eo posubl karout merc’hed. Gant sikour ur gasourez e kompreno e c’hell karout n’eus forzh piv, ne vern ar jener.
Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024,
gant sikour Rannvro Breizh.