Podkastoù
E pleg ma skouarn

17min29

Penaos on deuet da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Loeiza An Duigou

Penaos dont da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh a gont sotoni kentañ Théodore. Hemañ a zo ur mab-d’e-dadig bet disoñjet er skol gant Betty, his baby-sitter. En em gavout a ra en diwallerezh gant Rozenn, ur plac’hig disheñvel-mik. Hogen, liammet int gant ur c’hoant: tec’hout kuit a-raok bezañ kaset gant ar fliked. Kantren a reont en noz, dre an dachenn c’hoari ha betek ar bredospital. Eno emañ Mamm Théodore o chom, rak kavout a ra dezhi eo Anna Vreizh. En ur reiñ da anavezout d’e vignonez nevez e sekred e cheñcho ar paotrig hag e tiwano ul liamm etre an daou vugel.

Skrivañ ha c’hoari: Loeiza An Duigou
Mouezhioù ouzhpenn: Klet Beyer, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Mai Lincoln
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari: Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse
Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba

Mersi bras da Gwenola Coic!

Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne, e miz Gouere 2023.
Gant sikour ar Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh - FALB.