Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maiwenn Morvan
Betek ar 24 a viz C’hwevrer e oa Aloïs ur paotr normal : un tad, ur vamm, div c’hoar vihan, mignoned, notennoù dereat er skolaj… Mont a rae mat pep tra. D’ar 24 a viz C’hwevrer en deus bet Aloïs 12 vloaz. Ur cheñchamant nevez en e vuhez : Aloïs ne gousk ket ken. N’eo ket skuizh, n’en deus ket ezhomm da gousket ken. Hir e kav e amzer en e gambr war greiz an noz neuze e tiviz mont da bourmen er-maez. Un avantur dic’hortoz o kregiñ evitañ !
Skrivet ha c’hoariet gant Maiwenn Morvan
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024,
gant sikour Rannvro Breizh.