Podkastoù
E pleg ma skouarn

22'11''

Eliot ouzh ar stur

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Tangi Merien

Eliot a zo ur paotrig ampechet hag a vag an huñvre da verdeiñ skoaz-ouzh-skoaz gant e haroz Surcouf. Dre zegouezh e tihun un deiz e bourzh an « Tasmant », lestr ar c’hourser mil anavezet. En e veaj e kompreno Eliot diwar e goust da biv e c’heller reiñ e fiziañs.

Skrivet ha c’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Mersi da v/Billy

Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.