Podkastoù
E pleg ma skouarn

19min

Atiqaq, beaj un Inuitez davet ar Pol Su - Rann 1

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis Jacques Suignard

Ur gwallzarvoud zo c’hoarvezet er Pol Su : friket ur c’harr-nij war ar skorneg en ul lec’h start da dizhañ gant mikinikoù. E-bourzh an aervag e oa ur bagad touristed pinvidik o vont da vazenn Concordia. Marvet int moarvat. Med den ne oar. Ret eo gwiriañ. Goulennet zo bet gant Mashkuss -tad Atiqaq, un inuitez yaouank a 12 vloaz-, dont da sikour. Neuze Mashkuss hag e verc’h o deus dilezet Inukjuak e Bro Nuvanik, o bro war vord morlenn Hudson ha beajet o deus gant o strolladig chas-stlejañ a-dreuz ar mor Atlantel gant ar vag Astrolabe daved an Antartik.


Skrivet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard

Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Tresadenn : Anna Duval Guennoc

Enrollet e studio Dizale e miz Here 2024,
gant sikour Rannvro Breizh.