Podkastoù
E pleg ma skouarn

23'38

Muntr e Kerguzh

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves

Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv ’mañ eo kaset gant e c’hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez.

Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic- Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025,
gant skoazell Rannvro Breizh.