Podkastoù
E pleg ma skouarn

17min49

Avel fur ha foll

16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar verc’h abaoe m’eo aet ar vamm da anaon un nebeut bloavezhioù-zo. Daou vignon-bras he deus Koulm : Gabriella hag Elouan. Asambles ez eont alies da surfiñ.
Un deiz avat eo difennet dezho mont en dour ‘blam d’ar saotradur bet degaset gant ur pezh-mell batimant leun a douristed deuet da zilestrañ e Plouwenn. Fuloret bras eo Koulm hag asambles gant he mignoned e tibabont aozañ un taol evit desachañ evezh an dud war efedoù spontus an douristelezh a-dolpad. Evel just, kement-mañ ne blijo ket d’an Aotrou Maer… Ha ma teufe ar vamm da reiñ un tamm sikour evit sederaat an traoù ?

Skrivet ha c’hoariet gant : Loeiza Beauvir
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.
Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.