Podkastoù
E pleg ma skouarn

17min16

Lulu hag Ingrid

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir

Lulu, ur paotrig 10 vloaz, a zo o paouez cheñch skol. Bep daou vloaz e vez kaset e vamm da labourat d’ur gêr nevez ha bep tro e vez ret dezhañ heuliañ anezhi. N’eo ket ar wech kentañ dezhañ kaout da ober e doull en un endro nevez, met startoc’h eo an traoù ar wech-mañ. Lulu ne deu ket a-benn da zesachañ evezh e gamaladed, daoust dezhañ bezañ ur paotr « kool » hag ur mailh war ar mell-droad. Pa vo ret dezhañ fardañ ur wastell da lidañ e zeiz-ha-bloaz gant e glasad nevez e vo lakaet Lulu diaes, rak ne oar ket keginañ ha n’ez eus den er gêr evit e sikour, paket ma vez e dud gant o labour d’ar Merc’her ! Neuze e kinnigo Ingrid, keginerez ar skol reiñ an dorn dezhañ evit fardañ ur wastell. Daoust da houmañ bezañ brudet fall e-touesk ar vugale, e tegemer Lulu he sikour

Skrivañ ha c’hoari: Loeiza Beauvir
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba

Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023.
Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh - FALB