Podkastoù
E pleg ma skouarn

20'37''

An disparti

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou ha c’hoariet gant Florian Ebel

Ar paotr a ziviz tapout anv ar mafiozo Vito Corleone, pa dec’h eus e di evit ur vuhez nevez. E dud a zo o tispartiañ, ha dispartiañ a ra diouzh e familh. Gant e vignoned nesañ e ra harz-labour ar vugale, ha mont a reont o-zri da vevañ e-kichen lenn an nadozioù-aer, e-kreiz ar c’hoad.

Skrivañ : Loeiza an Duigou
C’hoari : Florian Ebel
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.