Sinet Marielle

Marielle, plac’h al lizhiri, zo oc’h ober tro ar skolioù e Breizh war varc’h-houarn, o klask war-lerc’h resever ul lizher kollet.
Goulenn a ra sikour digant ar skolidi evit hec’h enklask, digarez dezhi ivez d’ober un ehan ha da gomz eus he micher. Komz a ra ganto eus ar re-gozh a wel bemdez e-pad he zroiad hag eus he zad-kozh Ifig. Ifig hag en deus roet dezhi ar garantez evit ar velo. Dec’h en doa lavaret dezhi e felle dezhañ paouez gant ar marc’h-houarn abalamour ma oa erru kozh. Met petra dre just eo bezañ kozh ?
-

Rann 1. 11'49''
Rann 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre
Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war (…) -

Rann 2. 15'23''
Rann 2 : Boest al lizhiri kollet
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre
Bep Meurzh e ra Marielle war-dro al lizhiri kollet evel hini Yann Kerazan. Hag ur bern a zo ! Pep hini a guzh ennañ un (…)