Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre
Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war e lerc’h emañ, met n’eo ket aes rak gwall iskis eo ar chomlec’h war ar golo-lizher. « Yann Kerazan, une école à l’autre bout de la France où on parle breton ».
Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest
Un heuliad produet gant Anna Lincoln
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.
Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025
gant skoazell Rannvro Breizh.
