Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre
Tregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan !
Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest
Un heuliad produet gant Anna Lincoln
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.
Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025
gant skoazell Rannvro Breizh.
