Podkastoù
Sinet Marielle
An holl rannoù

Rann 6. 3'41''

Troadikellat

Ar ganaouenn !

Troadikellat, troadikellat
Dindan ar glav pe an heol

Va rodoù a ruilh,
Ruilh war an hent
Ne fell ket din diskenn ken

Avel en va dremm
Kartennoù-post en va fenn
Ur velo, tra ken
Me eo Marielle

Lizhiri o veajiñ dre ar broioù
Reoù all ’n em goll a-wechoù
Met, me ’lâr deoc’h,
Kavout a rin un hent dezho !

Kastell-Paol a zo va c’hêr din
Tremen er straedoù ’ran ordin
Gant va belo, bras, hir ha melen,
Diouzh ’noz pe diouzh (ar) mintin

Papi a c’hoarzh, me, ne ran ket vann
Rannañ levenez a ran
Lizhiri karantez
Ganto c’hwezh bedoù nevez
Istorioù brav bemdez !

Papi en deus skrivet din,
Ul lizher iskis ha divoutin
Erruet eo re gozh hervezañ
Da genderc’hel da droadikellañ