D’ar gwener 30 a viz Genver e vo degemeret skipailh Heklev Podkast gant ar festival Longueurs d’ondes evit un daol-grenn war ar ar c’hrouiñ podkastoù e brezhoneg.
Un anv a zere a zo bet kavet ganeomp evit an emgav-mañ : Heklev podkast, le laboratoire bouillonnant de la création bretonne !
Un dro gaer evit lakaat war-wel al labour boulc’het abaoe krouidigezh ar gevredigezh ha da blantañ un tamm brezhoneg er c’hwartz war un dro.
Emgav er sal 8 neuze, da 3e.
Muioc’h a ditouroù : Longueurs d’ondes.




