Chuchumuchu

Chuchumuchu a zo ur rummad istorioù da glevet evit ar vugale adalek 5 bloaz.
Selaouit ouzh istorioù kizhier, chas, moc’h, pe bugale o klask o hent e-mesk bed an dud vras.
Bezit dinec’h ! Selaouit ouzh ar marvailhoù burzhudus-se en oto, er gêr, pe en ho kwele ha beajit disoursi.
-
15min10
Priñsez Lusa
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot
Lusa a zo ur briñsez lentik-tre, merc’h ur roue strizh-kenañ. Kreskiñ a ra gant ur sekred. Ur sekred diaesoc’h-diaesañ da (…) -
14min42
Maria e bed ar fromoù
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault
Maria, 5 bloaz, ‘zo fuloret ruz ! Huchal a ra, bannañ a ra he c’hoarioù ouzh ar voger, met a-daol trumm en em gav ur voudig (…) -
13min24
Peskig
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic
Plijout a ra da Beskig mont da bourmen er mor don. Goût a oar eo difennet mont di peogwir eo dañjurus met pegen kaer eo ar (…) -
14min10
An ti kamm
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot
Emañ Alfonso o vevañ en ur vro vurzhudus. Eno e rank pep hini kavout e di adalek an oad a 10 vloaz. Met Alfonso a zo 11 (…) -
17min27
Troioù-kaer Yang Yang 04 : ar Sarpant
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Emañ Yang Yang gant e gamarad Pegus er jardin ha diskouez a ra Mamouchka, mamm-gozh Yang Yang, un orvedenn dezho. Mont a raio (…) -
14min58
Pourmenadenn (v)Malou
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Mont a ra Malou da grapat met aon he devez eus an toull-goullo a vez dindani pa bign uhel. Mont a raio gant he mamm-gozh da (…) -
15min25
Sevel ha distruj
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Gurvan a zo ur paotrig na vez komprenet gant den ebet. Kaer en deus kaout c’hoant da sikour ha da gemer perzh e (…) -
12'58
Troioù-kaer liesliv Gwaregig ar Glav
En ur jardrin hud louet tout emañ Gwaregig ar glav o chom. Un deiz bennak e kav ur barr-livañ hud, gouest da bentañ livioù flamm-flimin. Laouen ken-ha-ken e krog da reiñ livioù (…)
-
14'22
Steredenn an huñvreoù kollet
En ur gêriadennig vihan emañ Avel, krennard yaouank anezhañ, o chom. Gouest eo-eñ da lenn hunvreoù an dud er stered. Un noz e touar ur steredenn-nij nepell outañ. Enni e oa (…)
-
12'24
Teñzor Nina ha Pako
Pako ha Nina, emzivaded yaouank, o deus kavet repu e-bourzh « Tasmant ar meurvorioù » bag Jack ar Borgn ar morlaer. Un iskis a gorventenn a lakao anezho da vevañ un avantur (…)
-
12'37
Kazhig ha Kazhus
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau
Tigrig, ur c’hazh mestr war Kertigrig a zo buhez ur roue gantañ, etre kouskoù-aez hag ensellerezh e zomani. Met un devezh, e (…) -
13min14
Ar gapitenez hag ar goelan
Skrivet ha c’hoariet gant Bleuenn ar Borgn ha Thibault ar Meur
Ar gapitenez hag ar goelan a gont istor Zaig, ur besketourez kozh ha Tantan, ul labous mor. Gant an oad e teu (…) -
10min35
Tro-gaer Klotig al logodennig kalonek
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Riwal Kermarrec
Ul logodennig fin ha kalonek eo Klotig. Ur gudenn zo siwazh, n’eus ket boued er boubellenn ken. Evuruzamant zo erruet ul (…) -
13min30
Troioù-kaer Yang Yang 03 : ur mignon nevez
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
War ar blanedenn d.Tulum e vev hon harozig, ur paotrig hanter sarpant. Seizh vloaz eo eñ, ur vignonez en deus : ar wezenn derv (…) -
15min33
Marc’heg Thelo
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou
Krampouezh ! Da lein, da verenn ha da goan. Sed aze ar mod da vevañ e Kerlipous. Thelo yaouank eo ar mestr farder, ha tommañ a ra e (…) -
16min45
Gwion hag al leon
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Gwion, ur furlukin bihan, a zo mignon bras gant leon kozh ar sirk. Un deiz e sant al leon kozh emañ ar fin o tostaat evitañ. (…) -
13min46
E tro an noz digor
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Etre mirdi an dinozored hag un diskouezadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn-sizhun Tremeur. Un toullad istorioù ha (…) -
12min39
Troioù-kaer Yang Yang 02 : an amprevaned
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
O c’hoari el liorzh emañ Yang Yang, pa zizolo ur voest-hud a-drugarez d’ur c’hwil-du… ur voest a c’hello kas anezhañ d’al lec’h (…) -
14min36
Troioù-kaer Yang Yang 01 : al levr burzhudus
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Yang Yang ‘zo ur paotrig sarpant, ne oar ket lenn ha ne blij ket dezhañ ar skol. Gant sikour e vamm-gozh hag un tamm burzhud… e (…) -
19min36
Evel ki ha kazh
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves
Ur c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e (…) -
12min33
Padrig ar pemoc’h
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Ur pemoc’hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva (…)