Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Etre mirdi an dinozored hag un diskouezadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn-sizhun Tremeur. Un toullad istorioù ha mojennoù digredus a zo bet kontet dezhañ. Dizoloet en deus ivez an amzer dremenet asambles gant bagadoù tudennoù kevrinus ha tropelladoù anevaled bammus.
Met pa erru poent mont de gousket, pa teu an deñvalijenn da c’holoiñ mogerioù e gambr, n’eus ket memes blaz gant trouzioù ha skeudoù an noz o tont... ar pezh a seblante bezañ divuhez, an arrebeuri pe ar ridozioù, a grog da vuheziñ giz boudoù faltazius.
Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba
Mersi bras da Mich Beyer !
Enrollet e kreizenn sevenadurel an Armorika e Plougerne, e miz Gouere 2023.
Gant sikour ar Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh - FALB.