Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
9 vloaz eo Mayan. War ar maez eman o chom. Plijout a ra dezhi mont da bourmen dre ar wenojennoù ha stranin war ar c’hleuzioù. Ur bern traoù a zo da arvestin aze : gwez, amprevaned lies-liv, geotennoù a bep seurt… Er skol padal e kav ar plac’hig hir he amzer. Eno he deus ar skolaerez barc’het ur viskoulenn en ul lestr gwer evit ma c’hellfe ar vugale sellet pizh deus outi a zeiz da zeiz. Mayan n’eo ket plijet tamm ebet gant an taol arnod-se.
Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
