Un istor skrivet gant Paskal Hervio
Tremen a ra an istor-mañ d’ar mare ma oa dous ar mor c’hoazh, hag an holen ken prizius hag an aour. Hon daou haroz a zo tudennoù disheñvel-mik an eil diouzh egile. An hini kentañ zo ur paotrig fur, boas da verdeiñ e-unan-penn gant ur vag-vorlaeron. Evit bezañ eürus ne ra pep tra nemet war hanter. Erruout a ra war un enezenn vihan e-lec’h m’emañ ur marmouz teodek o vevañ. Hennezh a glasko dont da vezañ kalz galloudusoc’h ha kalz pinvidikoc’h eget na oa a-raok na errufe ar paotrig...
Skrivañ : Paskal Hervio
C’hoari : Yann-Herle Gourves
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
