Podkastoù
Chuchumuchu

15'26

Cheva hag al ledenez vurzhudus

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec

Cheva a zo ur plac’hig daouzek vloaz anezhi o chom war ul ledenez vihan. Ur gejadenn gant un amezegez kozh a lako anezhi da zizoloiñ mojennoù al ledenez.

Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec
Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Meurzh 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.