Podkastoù
Chuchumuchu

13'24''

Jaxx von Poullpri

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer

Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez !

Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh.