Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou
Krampouezh ! Da lein, da verenn ha da goan. Sed aze ar mod da vevañ e Kerlipous. Thelo yaouank eo ar mestr farder, ha tommañ a ra e vilig an noz-pad evit boueta ar boblañs. Pourvezet mat eo gant e vignonezed evit ober e doaz. Ar vuoc’h Bubu a zozv uioù evitañ ha Yaya ar yar a ro he laezh. Pe ar c’hontrol. Un deiz e sav ur goumoulenn amann diouzh ti Thelo, ha kaset eo gant an avel etrezek fronelloù ur ramzez. Homañ a zo marnaoniet o tihuniñ goude ur c’housk hir, ha prest eo da zebriñ kement tra, kement hini.
Skrivet gant Loeiza an Duigou
C’hoariet gant Yann-Herle Gourves
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar c’hoari, sevenniñ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Mersi bras da Gwenola Coic!
Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh