Podkastoù
Chuchumuchu

13min30

Troioù-kaer Yang Yang : ur mignon nevez

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn

War ar blanedenn d.Tulum e vev hon harozig, ur paotrig hanter sarpant. Seizh vloaz eo eñ, ur vignonez en deus : ar wezenn derv eo-hi. Ur voest vurzhudus a sikour anezhañ war ar pemdez ivez. Gallout a ra e voest-se kas anezhañ d’al lec’h ma faot dezhañ war e blanedenn. E vamm-gozh Mamouchka a ra forzhig war e dro met, re gozh eo bremañ ’vit daoublegañ ha mont asambles gantañ da fouetañ bro ! Ha, dibosubl ivez d’e vignonez - gwezenn - mont da bourmen gantañ gant ar voest. En ur sac’hig-kein en deus prientet Yang Yang e aferioù kouronkañ hag ur verenn-vihan gant sikour Mamouchka. Du-hont e kejo gant ur mignon fentus...ha PEGUS !

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Mersi bras da Gwenola Coic!

Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh