Podkastoù
Chuchumuchu

13'41''

Troioù-kaer Yang-Yang 10 : Yang-Yang er sirk

Un istor ijinet gant Marion Gwenn

Yang-Yang, Mamouchka ha Pegus a ya da welet Zing, ‘vit abadenn Sirk fin he bloavezh-skol ! Pegen brav eo-hi… Pegus a raio sotonioù… Betek mont da nijal gant Zing p’emañ gant he zrapez… Plijout ‘rafe da Yang-Yang ober sirk ivez ha kompren a ra ar paotrig eo amourous. Magañ a ra karantez evit e vignonez… Ha ‘benn neuze ! Petra ober ?

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Trugarez da Cheun Hô Briant Gwen evit an awen

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh