Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau
Louisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued hud” a zeuio a-benn da besketa ha da cheñch he sell war al lapous.
Skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
