Podkastoù
Chuchumuchu

15'

Lomig an heureuchin

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec

Lomig a zo un eureuchin yaouank. Evit ar wech kentañ eus e vuhez ez aio da zañsal d’ur Fest-Noz fenoz ! Abaoe pell emañ o c’hortoz an deiz-se ! Met paourkaezh Lomig, gant e bikoù ne c’hell ket dañsal gant ar re all. Eüruzamant e teuio e dud a-benn da frealziñ anezhañ, ha ma ne c’hell ket dañsal gant ar re all, e c’hello lakaat anezho da zañsal !

Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec
Sonerezh :  Perynn Bleunven

Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ :  Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2025,
gant skoazell Rannvro Breizh.