Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Gwion, ur furlukin bihan, a zo mignon bras gant leon kozh ar sirk. Un deiz e sant al leon kozh emañ ar fin o tostaat evitañ. Goulenn a ra neuze gant Gwion digeriñ dor ar gaoued dezhañ a-benn mont da bourmen hag anavezout ar bed-bras a-raok na vije re ziwezhat. Ha setu Gwion hag al Leon aet evit ur gantreadenn voemus. War an hent e chomint a-sav evit tañva koumoul sukr hag e rint anaoudegezh gant ur c’hwibon ampechet met laouen a-raok tizhout lein un dorgenn evit gwelet ar bed deus an uhel...
Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Mersi bras da Gwenola Coic!
Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
