Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Arzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus : mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed.
Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
C’hoari : Aziliz Peaudecerf
Sonerezh : Perynn Bleunven hag Emezi
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e studio Dizale e miz Du 2025,
gant skoazell Rannvro Breizh.
