Boulc’hurun

Piv a oar eo ganet unan eus morlaerezed ar Mor Karib e Gourin ? Anavezout a rit anv an dugez a zo bet o stourm a-enep da Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar ? Perak ez eus kement a skolioù gant an anv “Anita Conti” e Breizh ? Ha pet den zo bet muntret gant unan eus brasañ ampoezonerez an istor ? Istor Breizh zo leun a verc’hed dispont, hag a-wechoù didruez... Hiziv e teuont en-dro da gontañ o istorioù deomp... Ha me lâr deoc’h, ne vo ket trist an afer-mañ, boulc’hurun !
-

Rann 1. 16'26''
Janed Belleville - Kourserez Roue Bro-Saoz
Kabiten ! Bigi war vabourzh ! Kouc’hoù du, gouelioù ruz, hag e penn uhelañ ar wern vras, ur banniel ruz gant ul leon arc’hant. Tri mil diaoul ruz, setu Janed Belleville, leonez (…)
-

Rann 2. 17'07''
Anita Conti - Itron ar mor
Sot eo Anita gant pep tra a den eus ar mor. Pa vez kinniget dezhi labourat war ar vag oseanografek kentañ, ne c’hell ket nac’hañ ! Kregiñ a ra ur vuhez leun a veajoù war bigi (…)
-

Rann 3. 17'52''
Vefa Sant Per - Ar gontez he mil buhez
7 vloaz eo Vefa pa glask tec’hout kuit eus kastell he zud, evit mont da vousig war ul lestr-karg. C’hwitet eo ar wech-mañ, met un dra zo sur : ober a raio tro ar bed ! Hag (…)
-

Rann 4. 17'22''
Konstanza - Dugez Breizh
Selaouit holl, holl selaouit, M’ho peus divskouarn da glevet, Istor Konstanza, Dugez Breizh ! Ha n’eo ket aes bezañ un dugez er grennamzer… Etre roueed Bro-Saoz, he gwaz (…)
-

Rann 5. 18'07''
Helena Jegado - An Ankou er gegin
Arrouik, Arrouik, Arrouik… Krennit, tud kozh ha yaouank, paour ha pinvidik ! Rak emañ karrigell Helena o tostaat. Hag e lec’h ma tremen e varv an holl, pe dost ! Petra eo (…)
-

Rann 6. 18'16''
Natali Lemel - Ur vrestadez e penn kumun Pariz
Ah, Pariz ! Kêr-benn ar gouleier hag ar sklêrijenn, ar skiantoù ha gwirioù mab-den… Fin, evit ar re binvidik ! Rak ar re baour a rank labourat dizehan evit gounit o zamm bara… (…)
-

Rann 7. 16'10''
Anna Dieuleveut - Molaerez ar mor Karib
D’an abourzhaj, mignoned ! Taolit ar grapinelloù ! War enez ar Vaot emaomp, kêr-benn ar vorlaeron e-kreiz ar mor Karib : ul lec’h dañjerus-tre. Met morlaer ebet ne ra aon da (…)
-

Rann 8. 17'49''
Maria Kerstrat - Troioù-kaer ar sinema e Kanada
Dedostait tudoù kaezh, deuit da arvestiñ un abadenn eus ar re souezhusañ ! Dirak o taoulagad sabatuet e vo lakaet ar skeudennoù da fiñval ! Treuzet eo bet ar meurvor Atlantel (…)