Podkastoù
Boulc’hurun
An holl rannoù

Rann 9. 16'10''

Jozefin Pennkalet - Ur penn sardin en ti-kêr

Divouzellañ, dibennañ, didroc’hañ ar sardin, fritañ anezho hag o lakaat er boestoù-mir, noz ha deiz : setu labour Jozefin, a zo micherourez en ur fritur e Douarnenez. Start-kenañ al labour, evit ur gopr izel-kenañ. Hag hiziv eo bet nac’het eo bet gant ar pennoù-bras paeañ pemp real an eur. Ne chom nemet un diskoulm evit ar pennoù sardin : an harz-labour !

Un heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Nolwenn Quioc
Komedianez pennañ : Nolwenn Korbell
Komedian·ezed ouzhpenn : Ylwa Fowler, Goulwena an Henaff, Azenor Kallag, Nolùen Ar Buhé, Jisel ar Gurudeg, Tifenn Lineatte, Loeiza Beauvir, Marion Gwenn, Mai Lincoln, Yann Herle Gourves, Gwenael Kere, Tangi Merien, Jil Penneg
Enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier

Produiñ : Mikael Baudu & Samuel Julien - Gwengolo Filmoù
gant skoazell Rannvro Breizh