Podkastoù
Boulc’hurun
An holl rannoù

Rann 10. 16'56''

Chan Bohec - Ar vombezerez war varc’h-houarn

Chan Bohec a felle dezhi bezañ martolodez er morlu, evel he zad hag he zad-kozh. Met er morlu ne oa ket plas evit ar merc’hed. Pa erru an eil brezel bed ez eus ezhomm eus pep hini a oar tennañ gant ur fuzuilh, distruj hentoù-houarn pe fardañ bombezennoù ! Dont a raio Chan da vezañ bombezerez neuze !

Un heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Nolwenn Quioc
Komedianez pennañ : Mai Lincoln
Komedian·ezed ouzhpenn : Ylwa Fowler, Goulwena an Henaff, Azenor Kallag, Nolùen Ar Buhé, Jisel ar Gurudeg, Tifenn Lineatte, Loeiza Beauvir, Nolwenn Korbell, Marion Gwenn, Yann Herle Gourves, Gwenael Kere, Tangi Merien, Jil Penneg
Enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier

Produiñ : Mikael Baudu & Samuel Julien - Gwengolo Filmoù
gant skoazell Rannvro Breizh