D’an abourzhaj, mignoned ! Taolit ar grapinelloù ! War enez ar Vaot emaomp, kêr-benn ar vorlaeron e-kreiz ar mor Karib : ul lec’h dañjerus-tre. Met morlaer ebet ne ra aon da Anna. Pa vez lazhet he gwaz gant ar flibuster Lorañs De Graaf e kemer he fistolenn evit gervel anezhañ d’an duvell. Met an istor ne dremeno ket evel ma soñj dezhi… na d’an istorourien !
Un heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Nolwenn Quioc
Komedianez pennañ : Tifenn Lineatte
Komedian·ezed ouzhpenn : Ylwa Fowler, Goulwena an Henaff, Azenor Kallag, Nolùen Ar Buhé, Jisel ar Gurudeg, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir, Nolwenn Korbell, Mai Lincoln, Yann Herle Gourves, Gwenael Kere, Tangi Merien, Jil Penneg
Enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Produiñ : Mikael Baudu & Samuel Julien - Gwengolo Filmoù
gant skoazell Rannvro Breizh
