Podkastoù
Boulc’hurun
An holl rannoù

Rann 8. 17'49''

Maria Kerstrat - Troioù-kaer ar sinema e Kanada

Dedostait tudoù kaezh, deuit da arvestiñ un abadenn eus ar re souezhusañ ! Dirak o taoulagad sabatuet e vo lakaet ar skeudennoù da fiñval !
Treuzet eo bet ar meurvor Atlantel gant Maria Kerstrat hag he mab Herri, betek Amerika. En o malizennoù ez eus ur mekanik burzhudus, prenet digant ar vreudeur Lumière. Gantañ e kasint an abadennoù sinema kentañ e kêriadennoù Kanada. Met o zroioù-kaer ne reont nemet kregiñ !

Un heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Nolwenn Quioc
Komedianez pennañ : Loeiza Beauvir
Komedian·ezed ouzhpenn : Ylwa Fowler, Goulwena an Henaff, Azenor Kallag, Nolùen Ar Buhé, Jisel ar Gurudeg, Tifenn Lineatte, Marion Gwenn, Nolwenn Korbell, Mai Lincoln, Yann Herle Gourves, Gwenael Kere, Tangi Merien, Jil Penneg
Enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier

Produiñ : Mikael Baudu & Samuel Julien - Gwengolo Filmoù
gant skoazell Rannvro Breizh