Arrouik, Arrouik, Arrouik… Krennit, tud kozh ha yaouank, paour ha pinvidik ! Rak emañ karrigell Helena o tostaat. Hag e lec’h ma tremen e varv an holl, pe dost ! Petra eo sekred ar geginerez ? Perak ez eus kement a dud marv tro-dro dezhi ? Ha dreist-holl : petra a vez lakaet ganti e-barzh ar soubenn ?
Un heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Nolwenn Quioc
Komedianez pennañ : Nolùen Ar Buhé
Komedian·ezed ouzhpenn : Ylwa Fowler, Goulwena an Henaff, Azenor Kallag, Marion Gwenn, Jisel ar Gurudeg, Tifenn Lineatte, Loeiza Beauvir, Nolwenn Korbell, Mai Lincoln, Yann Herle Gourves, Gwenael Kere, Tangi Merien, Jil Penneg
Enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Produiñ : Mikael Baudu & Samuel Julien - Gwengolo Filmoù
gant skoazell Rannvro Breizh
