7 vloaz eo Vefa pa glask tec’hout kuit eus kastell he zud, evit mont da vousig war ul lestr-karg. C’hwitet eo ar wech-mañ, met un dra zo sur : ober a raio tro ar bed ! Hag evit-se e rank, da gentañ, chom hep dimeziñ… Dibosupl evit ur plac’h eus an noblañs. Penaos ober neuze ? Ma, gant sizailhoù evel-just !
Un heuliad fiksion radio savet ha sevenet gant Nolwenn Quioc
Komedianez pennañ : Goulwena an Henaff
Komedian·ezed ouzhpenn : Marion Gwenn, Ylwa Fowler, Azenor Kallag, Nolùen Ar Buhé, Jisel ar Gurudeg, Tifenn Lineatte, Loeiza Beauvir, Nolwenn Korbell, Mai Lincoln, Yann Herle Gourves, Gwenael Kere, Tangi Merien, Jil Penneg
Enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Produiñ : Mikael Baudu & Samuel Julien - Gwengolo Filmoù
gant skoazell Rannvro Breizh
