Keleier

eil a viz Gwengolo

Kleor, an audiobook e brezhoneg !

Setu erru Kleor, al levr da glevet e brezhoneg ! Divizet o deus Mael Thépaut ha Perynn Bleunven, mignoned a gozh, ijinañ an danvez a vanke dezho : un audiobook e brezhoneg. Ar Vastardez eo ar romant kentañ o deus dibabet enrollañ, skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg. Ennañ ec’h heulier Ivona, plac’h en un tiegezh e Sant-Nenven, parrez a vro Leon. Desevel he merc’h a rank ober e diavez ar stad a briedelezh. Nag a drouz er c’hontre, dindan yev an Iliz hag an teodoù fall ! Ur gontadenn saourus, a drugarez da vrezhoneg dibistik an Aotrou Lagadeg ha da vouezh flour hol lennerez, Gwenn an Dreo.
A boan kroget gant ar selaouadenn, ne vezoc’h ket gouest da ziskrogiñ, sur ha n’eo ket marteze !