Keleier

12 a viz Kerzu 2023

Levrioù nevez a zo bet embannet gant Timilenn !

Ar gevredigezh Timilenn a zo bet krouet e Sant-Ervlan (Bro-Naoned) e 2019 evit embann levrioù e brezhoneg.

Pal ar gevredigezh a zo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet e vez al levrioù war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…

Dibab a ra Timilenn levrioù un tamm divoutin, ha pa vefe dre an temoù kinniget pe dre an tresadennoù kaer, evit kaout plijadur ha gellout eskemm e brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt er familhoù, er skol hag e lec’hioù all.

FARAH A ZO SOT GANT MANGEZ gant Sarthak Sinha
Farah a zo sot gant mangez ! Bep hañv e plij dezhi kutuilh ar frouezh azv eus gwezenn-vangez he zad-kozh. Ar bloaz-mañ eo goullo ar wezenn ! Neuze e tiviz Farah e rank sikour ar wezenn da lakaat he frouezh muiañ-karet da greskiñ. Ha kompren a raio Farah ez eus muioc’h en ur wezenn-vangez eget ar frouezh a zoug ?

CHWEZIGELLOÙ AN EÑVOR gant Jessie Oliveros ha Dana Wulfekotte
Meur a c’hwezigell en deus Aorelian, ma talc’h e eñvorennoù enno. Tad-kozh en deus ur bern c’hwezigelloù. E pep c’hwezigell ez eus dalc’het unan eus e istorioù dreistordinal : hini e eured war ar maez pe hini un devezh pesketa frouezhus-tre. Met un deiz en deus lezet Tad-kozh ur c’hwezigell da nijal kuit. Klask a ra Aorelian tapout anezhi. Met ne c’hell ket. Koll a ra Tad-kozh ur c’hwezigell all. Hag unan all c’hoazh…

El levrioù e vo tu deoc’h kavout ur c’hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istorioù.

Enrolladenn produet gant Kalanna gant sikour Rannvro Breizh.

Evit prenañ al levrioù dibar-mañ, kit d’ober un tamm tro war lec’hienn ar gevredigezh, pe en ho levrdi muiañ-karet.