Tourmant sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec a zo anvet e rummad an oberennoù Kleweled ✨🥂!
E Trebeurden, e Bro-Dreger, war Aod ar Vein Ruz, e vo kinniget 29vet lid ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg, er bloaz-mañ. Kenaozet eo an darvoud-mañ gant ar chadenn skinwel rannvroel ICI Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Garedonet e vo ar gwellañ taolioù-intrudu ha krouidigezhioù brezhoneg ar bloaz tremenet e meur a rummad. Tud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù, hag oberennoù skrivet, filmet ha kanet a vo enoret ar bloaz-mañ c’hoazh e-pad ul lid meur a vo dalc’het d’ar 24 a viz Meurzh diouzh noz.




