Anavezout a rit konkour ar c’houignoù foll ? War radio Yaya en abadenn Ker lipous eo. Yannig Kouign Kouign, keginer mil anavezet, zo bet pedet evit tañva ar c’houignoù : gwastell chokolad, donut, pancake hag all. Traoù lipous o deus lakaet e-barzh : bananez Haribo, sukr, mel, nutella…
Selaouit evit gouzout gant piv eo aet ar maout ?
Un istor skrivet ha c’hoariet gant :
Kenzo, ar c’heginer mil anavezet Yannig Kouign Kouign
Tom, Adam, Ayden, Eneour ha Mira, ar bastezerien yaouank
Mai, an animatourez radio
