Podkastoù

Louise an arzhed

Un heuliad e 7 rann, adalek 8 vloaz.

Emañ Louise, ur plac’hig unnek vloaz anezhi, o chom gant he zad hag he c’hoar henañ, en Alberta, ur rannvro a vro-Ganada. Souezhet bras eo Louise pa ra anaoudegezh gant un arzh gwenn-treuzwelus a wel a-dreñv dezhi. Heuliañ a ra anezhi e kement lec’h ‘zo tout. War he seulioù e vez dalc’hmat. Buan e teu an arzh da vezañ he mignon. En em fiziout a ra ennañ. Met penaos kendrec’hiñ he familh ez eus anezhañ. N’eo ket aes, dreist-holl pa wel ar plac’h yaouank arzhed treuzwzelus tamm ha tamm e pep lec’h, a-dreñv d’ he zad , a-dreñv d’ he c’hoar, a-dreñv da bep amezeg. Un aloubadeg !
Ar gudenn eo, n’eus nemet Louise a wel anezho.

Ren arzel : Mai Lincoln
Testenn : Karin Serres
Troidigezh : Gwenola Coic
C’hoari : Mona Caroff, Yann-Herle Gourvès, Marion Gwenn, Lleuwen Steffan et Tangi Daniel
Krouidigezh son ha sonerezh : Lleuwen Steffan
Enrollañ, frammañ, kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Tresadenn : Aurélie Déniel
Produiñ : Kalanna ha Teatr Piba

Enrollet e studio streat ar skol e miz ebrel 2022.
Gant sikour Rannvro Breizh / FALB.