Podkastoù
Tourmant
An holl rannoù

Rann 10. 16'58

AR GABLUSTED

O treiñ da foll emañ Felix. Ar santimant en deus n’ez eus hini ebet e-touez e geneiled o sikour anezhañ da saveteiñ ar gompagnunezh : Bernard a zo un treitour, dilezet eo bet gant Naig, Fred ha Lan. N’eus den prest ebet ken da stourm gantañ. Tapet en e dourmant n’eo ket Felix evit klevet emañ ar gorventenn o tostaat.

Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan

C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln

Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre

Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs Leroux
Skoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Aozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar Gov
Tresadennoù : Clara Bourhis

Un heuliad produet gant Anna Lincoln
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh
Enrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh