Tourmant

Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?
-

Rann 1. 19'39
FELIX, E PELEC’H EMAOUT ?
Petra ‘zo c’hoarvezet pa oa ar gorventenn o skeiñ an nozvezh-se ? Deomp war-gil asambles gant Metig a-benn klask kompren. Metig a zo ur gomedianez yaouank. Ar wech kentañ e vo (…)
-

Rann 2. 18'57
TEATR SERR-NOZ
War bourzh ar vag e ra Felix Le Corre, leurenner ar strollad c’hoariva, anaoudegezh gant Metig, ar gomedianez yaouank nevez dibabet evit c’hoari perzh Kordelia. Kendrec’het e (…)
-

Rann 3. 21'01
METIG, UR VAOUEZ DIDAD ?
Degemeret eo ar strollad-c’hoariva Serr-noz gant Marie, perc’hennez ar B&B ‘lec’h ma lojont holl war an enezenn. E-kerzh an nozvezh-degemer e ra Metig anaoudegezh gant (…)
-

Rann 4. 22'49
FREUZ-STAL AR GOMPAGNUNEZH
Nec’het eo Felix, n’eo ket erru kinkladurioù ar gompagnunezh war an enezenn ha Bernard, merour ar strollad, na respont ket ouzh ar pellgomz. Petra ‘c’hoarvez ? Oc’h ober (…)
-

Rann 5. 20'34
DAOULAGAD METIG
Emañ ar gorventenn v.Boris o tostaat ouzh an enezenn. E-keit-se emañ komedianed ar gompagnunezh Serr-Noz o pleustriñ, hag o klask mennozhioù da c’hoari diginkladur ha (…)
-

Rann 6. 17'30
GEVIER TOUT
Goullo eo ar c’hef ha ne gred ket Felix, leurenner ar gompagnunezh Serr-noz, lavaret kement-mañ d’ar re all. Ha kavout a raio-eñ nerzh da lâret ar wirionez ? Ha soñjal a ra (…)
-

Rann 7. 17'19
METIG, MERC’H VALÉRIE ROLZEN
Tamm-ha-tamm e kav Metig plijadur o vezañ gant tud Serr-noz. Aes eo dezhi eskemm gant Fred, teknisian-son ar strollad abaoe an deroù. Gantañ e klask Metig kompren gwelloc’h (…)
-

Rann 8. 20'47
LAEROÑSI
Pep tra zo ‘treiñ da fall en-dro da Felix : kollet eo Kiki ar c’hi, goullo eo kef ar gompagnunezh hag ar gorventenn v.Boris a vo o c’hwezhañ kreñv war an enezenn a-benn nebeut. (…)
-

Rann 9. 20'33
AN HÊREZH
Kounnaret eo Metig a-enep he mamm a chom direspont e-tal he goulennoù hag a-enep Felix abalamour d’e droioù-kamm a lak an dud da vezañ en disfiz outañ. Stanket eo war an (…)
-

Rann 10. 16'58
AR GABLUSTED
O treiñ da foll emañ Felix. Ar santimant en deus n’ez eus hini ebet e-touez e geneiled o sikour anezhañ da saveteiñ ar gompagnunezh : Bernard a zo un treitour, dilezet eo bet (…)
-

Rann 11. 19'02
’PEFE KET GELLET DIBAB UR PAOTR ALL ?
Evit ar wech kentañ e kont Valérie hec’h istor gant Felix d’he merc’h. Penaos ha pelec’h o deus graet anaoudegezh. Trubuilhet eo Metig gant ar pezh a glev. Ha Felix a seblant (…)
-

Rann 12. 15'36
STROÑS
Nullet eo an abadenn c’hoariva abalamour d’ar gwallamzer. Metig, Lan, Fred, Naig ha Felix a zo c’hortoz e tremenfe ar gorventenn v.Boris pa erru ar fliked er sal-liesimplij. (…)
-

Rann 13. 17'13
ER GOUDOR
Adkavet eo bet Metig gant ar bomperien hag adkaset d’ar sal-liesimplij lec’h m’emañ holl dud an enezenn o klask goudor. Den na oar e pelec’h emañ Felix, e-unan emañ er-maez en (…)
-

Rann 14. 18'03
AR VOUGEV
Kouezhet eo Felix diwar an tornaod. Fuloret bras eo ar mor met daoust d’ar boan o flemmañ e gorf e teu Felix a-benn da gavout goudor e mougev beg Kadoran. Eñvorennoù e (…)